en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Avel em fenn - Lun 27 a viz Kalañ-Gouiañv

Avel em fenn - Lun 27 a viz Kalañ-Gouiañv

Roiñ liv/goust ur lec'h hag ur sevenadur d'ar re nevez-arriv. Setu ur goulenn en deus ar soner Glenn Gouthe kredet añse c'hoari geti. Un teul-fillm 52' a vo savet getoñ, anvet EVOR. Tud ar Mor-Bihan a gomzay ag o liamm get ar vro-se. Muioc'h e atersadenn penn kommañs an abadenn-mañ. Un atersadenn get Enora Molac.

 

Ur 100 a dud bennak a vank evit labourat èl sekretour·ez ti-kêr e departamant Aodoù an Arvor. Ha n'eo ket forh gwelloc'h e Penn ar Bed. E miz Even ag ar blez-mañ e oa bet kinniget ur lezenn get ar Sened evit roiñ talvoudegezh d'ar vicher. Muioc'h a vez roet da glevet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, kaset get Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh).

 

Adkavit ivez Alan Goulwen àr ar goustoù er gronikenn Yec'hed ha Mael Gwenneg, evit neventioù FR3.

 

Keleier ar vro get Tunvezh Wloeguen-Grandjean. Un abadenn kinniget dre-eeun a Bondi get Enora Molac

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio