Enskrivadurioù drouk zo bet enep ur stourmer deus an tu kleiz e Kreiz Breizh adarre
Gourdrouzet a varv eo bet ur stourmer evit ar gwirioù sokial e Karaez. « Famille Guillemot, famille de salauds, à l'échafaud », setu unan deus ar frazennoù a zo bet skrivet war ur voger e kêr Garaez eizteiz 'zo, war sujed Matthieu Guillemot hag e familh. Matthieu Guillemot, a zo anavezet mat e bro Garaez. Ar stourmer evit ar Strollad Nevez Enep-kapitalour, an NPA, 'n eus douget klemm a-enep da gunujennoù foran ha da wallvruderezh. Souten 'n eus resevet deus perzh dilennidi ar strolladoù politikel deus an tu kleiz e Kreiz Breizh, evel re an UDB.
Selaouomp Herve ar Gall deus an UDB Kreiz Breizh. Komz a ra deomp deus ar familh Guillemot.
Un atersadenn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.