Difennet e vo ober gant tri festisid evit daou vloaz adalek miz Kerzu
Gant 15 stad en Europa zo bet votet evit ma vo difennet ober gant tri festisid evit daou vloavezh adalek miz Kerdu. Lakaet eo an tri festisid-mañ da vezañ penn-kaoz ma varv ar gwenan a-vil-vern. E meur a brodu 'vênt kavet, Cruiser, ha Gaucho en o mesk. Difennet int war ar Maiz, Kolzac'h, bleunioù tro-heol, ha Kotoñs. Start eo bet ar vot, pemzek bro 'deus votet evit ma vint difennet, eizh 'enep, ha peder zo chomet hep reiñ ali ebet. José Nadan eo prezidant sindikad ar wenanerien e Breizh, lâret 'ra e soñj deomp. Gant Tudual Karluer