Peseurt dazont evit enezenn Verder?
Hiziv oa bodet kuzulierion departamant an tu-kleiz.
Ar pal e oa kempenn an emvod departamant é tonet 'benn fin miz Mezheven. Àr daou dem oa bet lakaet ar gaoz neuze. Ar steuñv evit gober àr-dro an dud mac'hagnet hag dazont an enezenn Verder lec'hiet ba parrez An Arvor-Baien. Eno eo ma oant tolpet just a-walc'h. Perc'henn an enezenn eo ar strollad Yves Rocher a-c'houde 27 vlez 'zo ha c'hoant hi gwerzhiñ gete. Lod tud ag ar vro a faot dezhe e chomehe digor d'an dud ha poueziñ a reont evit ma vo prenet get an departamant. Andre Gall zo kuzulier kanton Gwened kuzh-heol. Reskontet neus da c'houlennoù Yaelle ar Mouel.