Ne vo ket digollet al legumajerien gant ar "c'halamite" kabour-douar
Skoet bras eo bet al labourerien-douar gant ar groventenn Ciaran e Penn-ar-Bed. Anne Desallais ha Yann Paulet a zo produerien legumaj ha setu pemp bloaz 'zo int en em staliet e Ploveilh. An hanter eus o ribouloù plastek a zo bet freuzet gant ar gwallamzer. N'ouzont ket pegoulz e c'hallint bezañ restaolet gant an asurañsoù ha dav eo dezho prenañ dafar nevez 'benn ur miz ac'hann a-benn gallout gounit legumaj en-dro. Selaouomp anezho.
Anne Desallais ha Yann Paulet, legumajerien e Ploveilh, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. 'Benn gallout prenañ dafar buan evit gounit legumaj en-dro o deus lañset ur c'houlzad arc'hantaouiñ war al lec'hienn « Leetchi » e anv « Legumaj Kergwenn » evit dastum an 10 000€ a ra diouer dezho.