Keleier ar vro d'ar Gwener 10 a viz Du 2023 - 8e30
- Brezel etre Strolladoù Palestinad ha Stad Israel
Setu ouzhpenn ur miz zo bremañ e vez bombezet bandenn Gaza dibaouez gant arme Israel, hag ouzhpenn 10800 a dud a zo bet lazhet dija. Diaes-tre eo d'ar sikourioù mont e-barzh ar vandenn ha spontus eo konditionoù bevañ tud Gaza. Ne c'hell ket ar vezeien ober war dro an dud 'vel ma zo dleet kennebeud. Ne c'hall ket kement-mañ padout evit ur pemzek aozadur bennak evel Kevredigezh Frañs Palestina Kengred, UDB, NPA, ar strollad evit ar peoc'h. Gervel a reont an dud da vanifestiñ en-dro e Kemper 'benn disadorn. Selaoump Youn Jardin, a aoz ar vanifestadeg e anv an AFPS.
ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas
- Labour ar geneuterien goude korventenn Ciaran
Gwez a leizh a zo war al leur. E Brest eo 2000 gwezenn zo pilet gant ar gorventenn Ciaran ur sizhun zo. 200 gwezenn zo war al linenn-houarn etre Kemper ha Landerne c’hoazh… Foeltret zo ur bern gwez, torret brankoù forzh pegement. Tapet eo kement perc’henned war dachennoù publik ha prevez… Dre se eo beuzet ar geuneuterien hag ar skrimperien dindan al labour. Edern Madeg a zo penn ur stal keuneuterien anvet Brenn Heskenn a zo he sez e Sant-Tounan… Displegañ a ra deomp perak zo kement a wez a zo kouezhet !
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.
Ha da glevout er c'heleier ivez:
- SUA hag UE a zo o vodañ e gevridi er reter-tostañ
- Adstal an embregerezh Yves Rocher deus Gazilieg a brof pakadoù produioù kened da soudarded Israel
- Manifestadeg a-enep an Enepyuzevouriezh e Breizh hag e Bro-C'hall
- Emglev etre sokialourien ar PSOE/Sumar hag an dizalc'hourien katalan
- Disoc'hoù Lig Europa ha krogadoù Lig 1 ha Lig 2 melldroad ar baotred an dibenn-sizhun-mañ.
Keleier embannet gant Anton Burel