Avel em fenn - Meurzh 7 a viz Kalañ-Gouiañv
La Sauterelle a zo un daouad nevez a vro Gallo a lak an dud da zañsal àr sonioù hengounel Breizh Uhel mesklet get elektro-house. Muioc'h da glevout get Gurvan a zo kanet & soner biel.
An troc'h spontus get ar yezh n'eus hor lakaet e Breizh de vout digwriziet get an natur, get ar pezh a zo tro-dro deomp ivez en ur mod. Estroc'h a zo evit Breizh met berpet emañ ur rann-galon... Padrig Drean a zo bet àr roudoù ar loened hag ar gwez evit gellet o anveout da nebeutañ, o postal dre hentoù ar vro. Muioc'h àr ar staj natur Stumdi getoñ e fin ar podkast!
Ur blantenn un istor get Florie: ar boked bleuñv get Nathalie Benibri! Muioc'h a fodkastoù a c'heller klevout amañ.
An istoér livet get Nikolaz Grainic a zo ur feson pedago da droc'hiñ get ar gevier o deus treuzet ar c'hantvedoù, a-ziàr an dud a veve àr an tamm patatez mañ. Ar rannoù a zo da wellet àr lec'hienn Brezhoweb.
Un abadenn kinniget get Enora Molac e studio RBG e Pondi, Keleier ar vro get Erwan Blanchard.