Keleier ar vro d'al lun 6 a viz Du - 8e30 beure
- Festival Deus 'ta ! e Brest
Trouz ‘neus graet ar festival ‘ba atalieroù ar Gapusined ‘ba Brest e kerzh an dibenn sizhun mañ. 26000 den zo en em gavet eno da geñver ar gouel bras zo e bal lakaat sevenadur Breizh hag ar brezhoneg war wel. Ur festival zo aozet 6 vloaz zo gant ar c’hevredigezhioù zo o labourat war an dachenn se ‘ba Brest ‘vel Sked, Diwan, Divaskell, Divyezh, Kreizenn an arzoù Pobl, Skol Gouren Brest ha Ti ar vro Landerne-Daoulaz. Dindan ar 5 bloaz tremenet ‘neunt aozerien Deus ‘ta ! toullet o hent ha savet ur gouel eus an troc’h kentañ ‘neus kavet e blas ‘ba Brest… Selaouomp Kristina Jegou, unan eus an aozerien...
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
- Erwan Konk a zo Kampion ar bed !
Un eil steredenn kampion ar bed zo war roched Erwan Konk ! Ar c’hoarier breton ‘neus gounezet Kip ar bed melldroad war gador ruilh un eil gwech eus renk e fin miz Here. ‘Ba Sidney, ‘ba Aostralia, eo a drugarez d’un trec’h war Bro-Saoz, gant ar pranatd penalti, ‘neunt kadarnaet skipailh Bro-C’hall hag ar breton int mistri war o sport.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Ur poent war ar Brezel e Gaza
- Korventenn Ciaran & Domingos
- Prosez e Montroulez a-enep sindikalourien al luskad sokial warc'hoazh
- Krogadoù an dibenn-sizhun e Lig 1 hag e Lig 2
Keleier embannet gant Anton Burel