Skoet eo bet Breizh gant ar gorventenn Ciaran
Un nozvezh mesk ar re washañ ! C’hwezhet ‘neus ar gorventenn Ciaran war Breizh hag ul lodenn eus kornog Bro-C’hall e kerzh an noz etre dimeurzh ha dimerc’her. Beket 207 kilometr an eur eo bet muzuliet tozh an avel ‘ba Beg ar Raz… 190 kilometr d’an eur ‘ba enez Vaz, 166 kilomerr d’an eur ‘ba Lannuon, 178 ‘ba beg penmarc’h… Un tourmant ‘touez ar re feulsañ ‘zo en em gavet ‘ba Breizh. Distruj ‘zo bet kalzig : gwez zo bet pilet ha stanket ur bern hentoù ganto, troc’hoù tredan forzh pêgement muioc’h ‘vit 780 000 familh zo bet troc’het an tredan dezho, toennoù tiez zo aet gant an avel ‘vel ‘bar Fouilhez ‘ba Menez Are : toenn ar skol zo nijet kuit, kloc’h di iliz Kernouez ‘ba kichen Lesneven ‘zo kouezhet war an doenn… Dec’h eo ar rouedad trenioù oa bet paouezet ‘ba Breizh… Hudu ‘vo digoret e,n dro al linennoù houarn ‘ba reter ar vro ‘neus embannet SNCF met ‘ba Briehz Izel ne vo tren ebet o vont ha dont : etre Brest ha Sant Brieg, Brest ha Kemper, ha Kemper-an Oriant, memestra etre Karaez ha Pempoull… ‘Ba Breizh ‘neus bet den o vervel goazen d’ar gorventenn… Met daou a dud zo lazhet: ur bleneier karr samm ‘ba Pikardi hag un den kozh ‘ban Havr Nevez hervez minister an diabarzh. Deomp da Vreizh en dro ‘ba bro Gwitalmeze war aod hanter noz Bro Leon… Eno eo beket 172 km d’an eur eo aet ar barradoù avel… Selaouomp testeni Soizig Kerouredan ‘noa trement un nozvezh start mat etre dimeurzs ha diriaou ‘ba Porsall….