en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Setu ur bloaz 'zo eo digoust an transportoù e Montroulez

Setu ur bloaz 'zo eo digoust an transportoù e Montroulez

Muioc’h evit 300 000 beaj gant an transportoù foran zo bet kaset dindan ur bloaz ‘ba bro Montroulez ! En holl eo muioc’h evit ur milion c’hwec’h kant mil a dud zo aet gant ar busoù kêr abaoe miz Gwengolo 2022… Laouen bras eo dilennidi tolpad kêrioù Montroulez gant o folitikerezh. Un tamm muioc’h evit ur bloaz zo ‘noant divizet da lakaat evit mann ar monedoneoù zo kinniget gant ar stal Lineotim zo e karg da verañ ar busoù kêr. Tolpad kêrioù Montroulez zo unan un 40 ensavadur lec’hel ‘neus graet an dibab se ‘ba Bro-C’hall… Deomp da c’houzout hiroc’h gant Solange Kreignou zo bez prezidantez tolpad kêrioù Montroulez e karg eus an ekonomiezh.

 

Klevet ‘peus Solange Creignou zo e unan bez-prezidanted tolpad kêrioù Montroulez, a oa bet aterset gant Erwan Blanchard. Raktresoù all zo war ar stern. E 2024 e vo roet lañs da ehop près de chez moi… Ur sistem da lakaat e darempred ar re fell dezho kenweturiñ.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio