Ur Master klas e Karaez evit deskiñ kontañ.
Erruet eo ar mizioù Du, poent eo en em vodañ tro dro d’an oaled ha selaou ouzh kontadennoù ‘giz ma veze graet gwechall. Koulskoude eo ret bezañ stummet evit gallout kontañ kontadennoù. Beilhadegoù a zo diouzh ar c’hiz en dro hag e vez aozet muioc’h muiañ a zarvoudoù mod-se. Un digarez eo evit selaou mojennoù kozh pe reoù nevez ha krouiñ liammoù sokial etre tud ar memes parrez dre ar brezhoneg. Setu perak ez eus bet aozet ur Master klas e Karaez e kreiz ar miz evit an dud da zeskiñ pe da beurzeskiñ kontañ. 18 stajiad o doa lakaet o anv er Master klas a oa buhezet gant 5 konter ampart. Selaouomp Alan Tudoret a oa stummer er Masterclass ...
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel