Un danevell evit an emrenerezh
Bloaz zo oa bet roet lañs d’ur bodad labour e kuzul rannvro Breizh evit mont war raok war dachenn emrenerezh Breizh. Savet e oa bet da heul mouezhiañ ur mennad evit an emrenerezh a oa bet votet a unvouezh, estreget an tu dehou pellañ. E-pad triwec’h miz o deus labouret kuzulierien rannvro Breizh evit sevel un danevell, pemp pajenn a tregont ennañ, a glask an hentoù evit mont war zu an emrenerezh, ha peseurt barregezhioù a vefe mat kaout war dachenn an diorren armerzhel, ar sevenadur, an ekologiezh, an treuzdougen hag ar bolitikerezh yezh. Kaset eo bet d’ar ministrerez gentañ Elizabeth Borne ha tabutoù zo bet e Ostel Courcy d'an 11 a viz Here da vare dalc’h kuzul rannvro Breizh, Ana Sohier kuzulierez rannvro an tu kleiz emrenour deus strollad Breizh a gleiz a gont deomp hiroc’h war an teuliad-se.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel