Klasket zo tier pe ranndioù evit degemer filmoù.
An ensavadur « Degemer filmoù e Breizh » a zo ur servij krouet get rannvro Breizh evit reiñ sekour d'ar re a faot dezhe sevel pe troiñ filmoù er vro. Ouzhpenn 300 lec'h a zo renablet barzh o fichennaoueg, mes klasket vez berped lec'hioù nevez. Tier-braz àr vord an aod eo ar madoù hag a vez klasket ar muiañ. Daou emvod a vo evit displegañ d'an dud penaos e tremen an traoù pa vez degemeret ur skipailhad a ra ur film. Henoazh en Oriant ha a-benn àrc'hoazh e Gwened. Catherine Delalande he deus lâret hiroc'h da Yaelle ar Mouel.