Keleier ar vro d'ar Merc'her 25 a viz Gouel-Mikel - 8e30
- Didoenn e vo Ti al Lamponed e fin ar vakañsoù.
Un tamm anken zo get izili Ti ar vro Landerne-Daoulaz. Ne ouiant ket c’hoazh e-menn ‘vo staliet ar greizenn dudi e brezhoneg war lerc’h ar vakansoù… Tri bloaz zo emañ ‘ba Gorre-Menez ‘ba Loperc’hed. Annon eh eus ur pezh mell savadur da zegemer strolladoù. Ha berzh ‘ra ar greizenn dudi. War dro 20 krouedur ‘vez degemeret bep tro ma ‘vez digor ar greizenn. En holl eo war dro 100 familh a gas bugale d’ar greizenn bep bloaz. Teir animatourez zo gopret evit ober war dro ar vugale d'ar Merc’her hag e-pad ar vakañsoù… Pelloc’h gant Véronique Thomas zo prezidantez Ti ar Vro Landerne-Daoulaz.
Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard.
- Ar mell-droad gouezelleg a zo e tiorren e Breizh.
E-mesk ar merc'hed ivez. Dilun da noz oa penn kommañs ar sezon evit lig mell-droad gouezelleg Breizh. Tamm ketañ ar challenge Morbihan a oa e-tal stad ar Moustoer. Trec'h eo bet merc'hed An Oriant àr skipailhad Gwened 33 da 6. Loeiza Alle a zo e skipailhad Toukaned Gwened, plijadur he deus bet da c'hoari e-dan ar glav.
Ur pennad-kaoz get Enora Molac.
Holl reportajoù Keleier ar vro da selaou AZE.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Ur gorventenn a live 5 oh erruout àr Akapulko
- Skoet Maroko get ur gorventenn all ivez
- Yalc'had evit ar broioù paour skoet get cheñchamant an hin
- Priz ar Cepe aour 2023 da Lena Eon
- 6 miz c'hoazh hep ganedigezhe ti gwilioudiñ Gwengamp
- Dilennidi, an ARS, ar prefeti & renerezh ospital Brest e Kemper hiriv
Keleier embannet get Enora Molac.