en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 98 : ar post-punk : Emdroadur strolladoù ar CBGB ‘s

Larsen ha Mediator 98 : ar post-punk : Emdroadur strolladoù ar CBGB ‘s

Donemat e Larsen ha Mediator, setu ni o kenderc’hel hon abadennoù gouestlet da istor ar sonerezh post-punk, etre 1978 ha 1984. Perak ar bevennoù-mañ ? 1978, ar Sex Pistols o splittañ, 1984, MTV oc’h aloubiñ ar skrammoù. Neuze evel-just ez eus meur a dremm d’ar post-punk gant chapelioù disheñvel, eus an new wave d’ar cold wave, eus ur rock eksperimañtal o vountañ bevennoù a bep seurt d’ur rock industriel evit echuiñ gant ur sinth pop. Tro hon eus bet dija da gomz eus Pil, Joy Divison pe Cabaret Voltaire en abadennoù kent, bremañ e vo tro Devo pe Talking Heads. Peadra ‘vo da selaou gant ar strolladoù-se o doa holl ur poent boutin : stourm ouzh an ideologiezh sevenadurel hag estetik a aloube ar gwagennoù.

Playlist :

- Talking Heads : Psycho killer

- Talking Heads : Once in a lifetime

- Brian Eno David Byrne : Regiment (foñs son)

- Tom Tom Club : Wordy Rappinghood

- The Feelies : Moscow nights

- Tom Verlaine : Kingdom come

- Blondie : Fade away and radiate

Levrlennadur :

- New Wave : du post punk à la new pop - Dominique Dupuis – Embannadurioù Stéphane Bachès

- Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 - Simon Reynolds – Embannadurioù Allia

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio