Un diaporama war an adlodennañ e Trabrin
Kerzh ar bloavezhioù 1973 ha 1974 e oa bet brezel e Trabrin abalamour d’an adlodennan. Stourm krenv ha kalet a zo bet etre an dud, ha deuet oa tud deus lec’h all da souten ar re a-enep d’ar remembrement. Loeiz Roparz a oa en o zouesk ha kinniget ‘n oa da Felix ha Nicole Garreg dont da dapout fotoioù. Un diaporama a oa bet graet neuze d’ar c’houlz-se ha gwerzhet da Virdi Breizh e Roazhon. Goude bezañ bet renevesaet ar fotoioù ar mizioù tremenet ez int bet diskouezet da tud Trabrin a-benn gouzout piv oa war ar fotoioù. Ha d’an 30 a viz Gwengolo ez eo bet diskouezet al labour echu e Trabrin. Morgan Large a oa eno hag aterset he deus un nebeud tud evit kaout o sell war an adlodennañ ha pezh a chom deus an istor-mañ hiriv an deiz. Ha Nicole Garreg a gont deomp, dre bellgomz, penaos e oa tremenet an traoù pa oen bet eno er bloavezhioù 70, hag ar fed diskouez en dro ar fotoioù deus ar prantad kriz bet bevet gant tud Trabrin eno ar miz tremenet.