Keleier ar Vro d'ar yaou 5 a viz here da 8e30
Dec'h mintin e oa erruet e-tro kant hanter kant traktour dirak prefetioù Breizh, da chom a-hed an deiz, evit goulenn arc'hant an MAEC. Abaoe 1997 ez eus deus an MAEC e Frañs. Ar Mesures Agro-Environnementales et Climatiques e galleg. Ur skodenn paeet d’ar beizanted n'i e a laka e plas muzulioù evit gwellaat stad ar gwez, an dour pe an douar war o zier feurm. Mankout ara un drederenn deus an arc’hant dleet da beizanted Breizh. Ar sindikad Confédération Paysanne asambles gant kevredigezhioù all a soursia ouzh al labour-douar biologel a oa e Sant-Brieg dec'h. Serj Lanneshoa, Goulven Troadeg ha Kristen Bodros a zo ouzh mikro Maëlle Ausias.
E Kemper emañ bodet hiziv aktourien eus an treuzkemm niverel hag energetek, eus an treuzdougen pe c'hoazh eus an ekonomiezh kelc'hiek. En o zouez emañ Claire Carriou he deus krouet hec'h embregerezh « l'éclaireuz » evit skoazell an embregerezhioù, dre stummadurioù, da zigreskiñ o lastez. Aterset e oa bet gant Metig Jakez-Vargas.
Holl reportajoù Keleier ar Vro da glevout AZE.
Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier :
- N'eus ket bet biskoazh kement a dud o c'houlenn ul lojeiz sokial e Breizh
- Embannet en deus an Insee un enklask war Stad ar baourentez er rannvro evit ar wech kentañ
- Emañ Amerindianed yaounak Guyana o stourm kuit na vefe savet ur greizenn tredan nevez e kêriadennig Prospérité
- Da heul an taol sponterezh a oa bet disul e Ankara zo bet taget ar PKK, strollad al labourerien kurd, gant Stad Turkia
- Dav e vo d'ar Restos du Cœur nac'hañ skoazell tud evit ar wech kentañadalek miz Du
- Divodet zo bet ar strollad Civitas gant Kuzul ar vinistred dec'h
Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas