en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gant hent 4re live "Ya d'ar brezhoneg" emañ Plougastel!

Gant hent 4re live "Ya d'ar brezhoneg" emañ Plougastel!

Live uhelañ  Karta « Ya ! D’ar brezhoneg ! » eo ar pevare hini. Kêr Blougastell ‘neus divizet mont gant an hent da dizhout al live se. Digwener e oa bet sinet ar gevrad gant Dominique Cap, maer ar gumun, ha Pol Molac, prezidant Ofis publik ar brezhoneg. Roet eo bet lañs d’ar C’harta gant an Ofis e 2001 ‘ba Karaez… Ur benveg eo evit diorren plas ar brezhoneg er vuhez foran, sokial hag armerzhel. Hudu eo war dro 800 ensavadur foran, kevredigezh pe embregerezh zo labelaet… Daou anezho zo gant ar c’hoant tapout al live pevar : Karaez hag abaoe digwener emañ Plougastel war ar renk. En holl eo 55 obererezh e c’haller lakaat e plas. Met pal Plougastel zo dont a benn da gas 48 anezho… Tri bloaz 'neus kêr Blougastel evit ober al labour.... Hag ur bouchad zo bet graet dija… Selaouomp Dominique Cap, maer ar gumun. Gant Erwan Blanchard emañ.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio