Avel em fenn - Lun 25 a viz Gwenholoñ
Megabassinou: d'an 8/10 paset e veze ur prosez e Niort, tamallet da veur a stourmer bout aozet manifestadegoù maez lezenn a-enepte. E pennad-kaoz ar sizhun e vo komzet ag ar poulloù-deur bras divent-se, hag ar gwask a vez lakaet àr an dud o sevel a-enep. Ur sujed kaset get Tomaz Laken ha Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh)
Ken 2050 e c'hellehe an hanter ag ar boblañs àr an douar bout berrwel. Ur c'hleñved daoulagad eo, a c'hell bout aesaet. Muioc'h get Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.
Asambl' en Alré a vo lidet an dibenn-suhun mañ, Tugdual Jaffré a vo klevet doc'h ar mikro, pedet e oa bet ivez Mannaig Le Dortz, gopradez Ti ar Vro Bro Pondi evit komz ag ar c'hentelioù brezhoneg a zo diorroet mat er vro an distro-skol mañ.
Keleier ar vro kaset get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Radio Kerne.Un abadenn buhezet get Enora Molac e Radio Bro Gwened.