Adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour.ez ti-kêr
Poan o devez ar parrouzioù da gavout tud da zont d'ober ar vicher-se, ispisial ar parrouzioù bihan war ar maez. En Aodoù-an-Arvor e vankfe ur c'hant bennaket a dud da zont da glokaat an ezhommoù. Ha ken diaes all an traoù e peurrest ar vro hervez kont. E Kledenn-Poc'hêr da skouer, e Penn-ar-Bed, he deus ur sekretourez ti-kêr ranket distreiñ eus he retred peogwir ne oa bet kavet den ebet da ramplas anezhi ! Setu neuze un tañva eus ur vicher interesant hag e servij an dud. Gant tud eus kanton Kallag : Yannig Larvor, maer Plourac'h, ha Silvi Gwezennek, sekretourez-mêri e Plougonver. Homañ he deus lâret ouzh mikro Tomaz Laken ne gave ket hir an amzer gwech ebet !
Ur c'hinnig lezenn da adreiñ talvoudegezh d'ar vicher sekretour pe sekretourez-mêri oa bet votet gant ar senedourien ha kaset d'ar Vodadenn Vroadel e miz Even ar bloaz-mañ.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken