Ti ar Soñjoù, un ti d'an holl e Kombrid
E miz Ebrel e oa bet digoret un lec'h nevez digor d'an holl e Kombrit, anvet « Ti ar Soñjoù ». Pep hini er gumun a c'hell goulenn implijout an ti-se evit kinnig atalieroù pe en em vodañ evit a bep seurt darvoudoù. Ur seurt « tiers lieu » meret gant an ti-kêr eo.
Atalieroù a bep seurt a vo kinniget ar bloaz-mañ e Ti ar Soñjoù e Kombrid : kentelioù tresañ, atalieroù filozofiezh, atalieroù keginañ...ha resañ ho marc'hoù-houarn a c'hell bezañ graet eno ivez. Ha degemer a raio an ti prantadoù « kontañ-kaoz » e brezhoneg. Michel Gouill a ginnig deomp al lec'h-se gant sikour André Hamon, kuzulier-kêr e Kombrid. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas e oant.