en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Chom a ray kloz urjañsoù Karaez da noz !

Chom a ray kloz urjañsoù Karaez da noz !

E Karaez e chomo kloz degemer an urjañsoù etre 6e30 d'abardae hag 8e30 beure. Un diviz digant renerezh an ospital ac'h a kontrol d'ar promesa bet graet gant Ajañs Rannvro ar Yec'hed da addigoriñ ar servij e-pad an noz adalek penn kentañ miz Gwengolo. Abaoe komañsamant an hañv eo serr. Hervez renerezh ospital Brest-Karaez ne vefe ket tu d'ober mod-all abalamour ma vanka medesined-urjañsoù da zont da labourat er servijoù trummadoù. Dilun d'abardae e oa deuet war-dro 2000 a dud betek an ospital. Dilennidi, sindikalisted ha tud eus ar vro. Fetis e seblante bezañ youl stourm an dud a oa eno. Evel hini Bernard Morvan a oa azeet war bord ar vannerez he deus merket istor ar stourm da zifenn an ospital pemzek vloaz zo.

 

Galvet eo an dud da zont dirak Trummadoù ospital Karaez da 9e beure diriaou 7 a viz Gwengolo, da vont etrezek ul lec'h ha n'eo ket bet disklêriet c'hoazh...

Ur c'hemenn diharz d'ober grev zo bet lakaet gant sindikad Sud yec'hed-sokial CHU Brest-Karaez a-hend-all...

Er reportaj-mañ e klevfet ivez mouezh Marie-Antoinette Quillerou, Melanie Thomin, depute ar bastell-vro, ha hini Kristian Troadeg a zo ezel eus komite eveshaat an ospital.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio