Deskiñ yezh ar sinoù e brezhoneg !
Un atalier oe kinniget e festival sinema Douarnenez, e miz Eost. Er festival vez roet ur plas d’ar re vouzar bep bloaz.
Heol, Breizh, Demat… Un animatourez bouzar hag ur jubenourez o deus kelennet gerioù e yezh ar sinoù e brezhoneg. Un digarez oe an atalier-se evit kompren ez eus ur liamm etre bed ar re vouzar ha bed ar vrezhonegerion ha brezhonegerezed.
Yuna Kojan he deus kemeret perzh en atalier-sen. Dastumet he deus alioù an dud du-hont, goude an tañva.
Un atersadenn get Yuna Kojan.