2023 : kant vloaz ganedigezh ar barzh Georges Perros
Ur plankenn da zerc'hen eñvor eus ar barzh Jorj Perroz oa bet lakaet ouzh mediaoueg Douarnenez diriaou tremenet. Honnezh a vez graet mediaoueg Jorj Perroz dionti just a-walc'h. Ganet e oa bet an den kostez Pariz kant vloaz zo, war-bouez un nebeud deizioù. Met deuet e oa da gêr ar Pennoù-sardin da chom gant e familh e fin ar bloavezhioù 1950. Hag eno e oa deuet da vezañ brudet-kaer. E varzhonegoù a oa dindan stumm notennoù skrivet war an tomm. Diwarne e oa bet embannet meur a levr e ti Gallimard : Poèmes bleus, Papiers collés pe c'hoazh Une vie ordinaire... Abaoe komañsamant ar bloaz zo bet un aridennad darvoudoù en enor d'ar barzh marvet e 1978. Da lakaat ar gaoz war barzh Douarnenez eo bet Tomaz Laken o welet ur muzikaner tregeriat a blij kalz Jorj Perroz dezhañ : Louis-Jacques Suignard. Lârout a hemañ deomp petra a oa arriet gantañ p'en doa graet anaoudegezh gant oberenn ar barzh.
Hag ober anaoudegezh gant oberenn Georges Perros a c'hellfet justamant war ar gwagennoù. Ouzhpenn kant barzhoneg digantañ zo bet lennet hag enrollet gant Louis-Jacques Suignard. Da selaou e vefont war RKB adalek ar sizhun-mañ... Hag ur rummad kentañ zo dija en podkast war radiobreizh.bzh.