en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 87 : Ar merc’hed hag ar punk (1)

Larsen ha Mediator 87 : Ar merc’hed hag ar punk (1)

A-drugarez d’ar punk ez eus bet posupl traoù ne oant ket a-raok : pignat war al leurenn hep gouzout kanañ pe seniñ gant ur benveg a-boan kroget gant ar c’hentelioù an derc’hent. Tufañ war ar sonerien pe digeriñ e wazhiennoù evit ma skrinko ar gwad war arvesterien hag arvesterezed ar renk kentañ pe tennañ he zapon miziek evit benigañ ar publik, setu jestroù punk, jestroù a vount atav un tamm pelloc’h harzoù ar c’hensentegezh, ar c’honformism ma karit. Lakaat al linennoù da fiñval a oa unan eus palioù al luskad ha graet eo bet gant un toullad muzisianezed o deus kemeret o flas evit ar wech kentañ e bed ar rock ‘n roll, ha gant ur sell benelour evit al lodenn vrasañ anezho. Setu deus petra vo kaoz hiziv e Larsen ha Mediator, donemat d’an holl, loc’het eo !

Playlist :

- The Supremes : Come see about me (foñs son)

- The Runaways : Cherry Bomb

- Atersadenn ar Sex Pistols en abadenn Today Show kinniget gant Bill Grundy evit Thames TV d’ar 01/12/76 (Tennad son)

- Siouxie and The Banshees : Suburban Relapse

- Penetration : Don’t Dictate

- The Slits : Typical Girls

- The raincoats : In love

- The Au-Pairs : Diet

- Crass : Smother love

Levrlennadur :

- The revenge of the She-punks - Vivien Goldman - Castor Astral

- Respect, le rock au féminin - Steven Jezo-Vannier - Le mot et le reste

- Les Inrockuptibles hors-série : Les filles du rock

- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio