Ur sell war ar luskad feminist e Bro Spagn
En arvar eo gwirioù ar mouezed e broioù’zo e Europa. Tapet ‘vo ar c’houplad heñvelreizh gant politikerezh Meloni, e Bro Italie…Skarzhet ‘vo eus ar skridoù ganedigezh anvioù ar maouezed n’o deus ket douget ar babig. Da lâret eo ne vo ket ken anavezet ur vouez heñvelreizh evel mamm he bugel.
Ar luskad feministe e Bro Spagn a zo kreñv hag a-bouez abaoe ar bloavezhioù 1920 ha 1930.
Met petra eo ar jeu bremañ ha petra eo al liamm etre strolladoù feministe ha politikel ? Roomp ur sell war ar sujed-se e Bro Spagn gant Patricia Font, levraouegez. Kannadez ‘oa e Mallorca, e parlamant Balearez. E strollad « Més per Mallorca », ‘oe.
Un atersadenn savet get Yuna Kojan hag advouezhiet get Metig-Jakez-Vargas.