en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Heklev an Hañv 03/08/2023

Heklev an Hañv 03/08/2023

Da gomens an abadenn 'vo komzet deus an teatr gan Kristof Guilloux. Doc'h mikro Julia Moisan e konteï diam' penaos oe daet da desko an teatr da Bariz.

Padrig Drean displegeï diam ar lec'h ar goaj « Be zo mel en e ruchenn » gan ar gronik Tensor ar Brezhoneg komzet.

Goude se, e kinnigan deoc'h klevet an diell, kar Radio Bro Gwened zo daou ugent blé ! Neuzen, 'vo klevet an atersadenn hag oe bet enregistret gan Marie Laure Groix, e mil naouant cʼhwecʼh ha pevar ugent. D'hor he mikro, 'noe kontet Gwenolé Ar Men istor an teatr ba Breizh.

Pesa mod e halla maouzezed kavet ur plas er bed ar politik ? Setu ar sujet 'zo bet savet b'an abadenn Penad kaoz gan Enora Molac. Klevet vo neuzen, atersadennoù hag doe graet Yuna Cojean gan maouezed er bed ar politik er vro.

An abadenn Heklev an hanv vo dizor gan ar gronikenn Gwir eo pe Pas, savet gant Yuna Cojean,

Musik : Amourouzien menez bre, Marthe Vassalo et Philippe Ollivier / L'Atelier de l'artiste, Diese 3 / Plinn Foar Bulat, Gilles Le Bigot / Echate a la mar, Trio Samaïa

 

Heklev an hañv

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio