Karrspot, arsavioù nevez evit c'hoari biz-meud e bro Kemperle
Abaoe penn kentañ an hañv e c'haller gwelet panelloù nevez o vleuniañ e Bro Kemperle. Panelloù gwer karrez, gant ur mell-dorn he biz-meud savet. Diskouezh a ra ar panelloù-se lec'hioù a-ratoz evit c'hoari biz-meud, e Kemperle Kumuniezh. Anvet eo ar rouedad-se « Karrspot » ha klokaat a ra rouedad trañsportoù ar gumuniezh kumunioù. Ur rouedad busoù a oa dija, lec'hioù kenweturiñ ar mirc'hi-houarn tredan da amprestiñ.
Rak alies-mat e veajer gant an oto, e-unan en hor c'hirri-tan, dreist-holl pa ne vezer ket o chom e kêrioù bras. Kement-all a otoioù gant ur plas dieub eno...ha kement a blasoù evit an dud a c'hoari biz-meud ! Selaouomp Nolwenn le Crann, besprezidantez e Kemperle Kumuniezh.
Nolwenn Le Crann, besprezidantez e Kemperle Kuminiezh en karg eus ar sevenadur, ar brezhoneg, an istor hag an arzoù a oa deus mikro Metig Jakez-Vargas.