Kavet he deus Anna Mouradova repu e Breizh
Ar skrivagnerez ha troourez Anna Mouradova a brado e Brest hiziv. Ha degemeret e vo gant bed al lennegezh vrezhonek. Deuet eo ar rusianez da vezañ brudet mat e Breizh a-drugarez d’he droidigezhioù diwar ar ruseg hag ar jeorjeg davet ar brezhoneg. E penn kentañ ar bloaz he deus embannet troidigezh al levr Ar Fri gant Nikolaï Gogol. Met e memes koulz he deus kudennoù gant gouarnamant Jeorjia, rak fellout a ra da Irakli Garibachvili, kentañ ministr Bro Jeorjia, lakaat anezhi e maez eus ar vro rak embannet he deus sklaer Anna Mouradova e oa a-enep aloubidigezh Ukraina gant arme Rusia. Kement-mañ en deus lakaet ar pennvinistr pro rusian e fulor ha ne fell ket d'ar gouarnamant Jeorjiad klask laou d'e amezeg Rusian, en doa aloubet ul lodenn eus ar vro 2008. O c’hortoz disoc'hoù he frosez he deus Anna Mouradova kavet repu e Breizh neuze. Skoazell Vreizh en deus dastumet arc’hant evit sikour anezhi da zont da Vreizh, selaouomp anezhi diouzhtu …
Anna Mouradova diouzh mikro Anton Burel. Ha posupl e vo deoc'h ober anaoudegezh ganti en Oriant d’ar Yaou 10 a viz Eost er Cinéfil evit skignadenn an teul film Teir flac’h deus ar reter. Gallout a rit kavout an oberennoù he deus troet war lec’hienn kuzul ar Brezhoneg.
Skeudenn : Rozenn Milin