40vet blez Kan ar Bobl a vo lidet 'benn an dibenn-sihun.
E Pondi vo an dolpadenn zewezhañ èl bep blez. Eno vo klevet razh ar sonerion a zo bet dibabet e-korv an ugent emgav-bro zo bet un tamm e pep lec'h e Breizh. 800 sonour a vo degemeret en oll evit kemer perzh e meur a rummad èl kan a-boz, kan da zañsal, kan ha muzik, kontadennoù, strolladoù ha c'hoazh. Kristian Rivoalen eo prezidant kan ar Bobl. Reiñ a ra deomp e sell àr ar fest-mañ hag àr ar labour vez kaset da benn, dreistholl evit kavout tud evit jujiñ. doc'h mikro Yaelle ar Mouel.