Ur veaj war vag evit frankiz ar c'harzetenner Mortaza Behboudi
E Penn kentañ miz Gouere e oa en em vodet tud Douarnenez war porzh ar Rozmeur evit souten ar c'hazetenner Mortaza Behboudi a zo bac'het e bro Afghanistan abaoe ouzhpenn 6 miz bremañ. Harzhet e oa bet gant an talibaned ha bac'het e Kaboul. Meur a zarvoud a zo bet aozet gant komite souten Mortaza abaoe miz Genver. Ar wech-mañ e kuitae ur vag, en ur mod simbolek, bae Douarnenez evit bro Afghanistan – daoust ma n'emañ ket ar vro war vord ar mor- evit mont da gec'hat Mortaza ha kas anezhañ en-dro er vro. Selaomp ouzh Morgane Lincy-Fercot, ezel eus komite souten Mortaza.
Ha klevet ho peus e fin ar reportaj al las-kanañ « Les Voisines » eus Douarnenez, o doa kanet e-pad an darvoud.