Ur c'homisaer brezhoneger : sioul eo Kemper !
Abaoe tri bloaz oa Michel-Yves Bernard komisaer 'ba Kemper. Goude bezañ bet stummet 'ba Pariz ha kroget e vicher e kerbenn Bro Frañs, 'noa dibabet mont betek Kaledonia nevez, a roak distreiñ e Breizh. Pas evit pell. Plij a ra dezhañ beajiñ hag ober anaoudegezh gant doareoù disheñvel da labourat, broioù ha tud a bep seurt.
A-raok ma 'yafe kuit, hon eus bet tro d'ober anaoudegezh un tamm gant ar c'homisaer-se, a gomz brezhoneg. Lâret 'neus deomp peseurt kudennigoù 'vez 'ba Kemper hag e Breizh e keñver ar sureñtez.