Keleier ar vro d'an 30 a viz Even- 8e30 beure
Ret eo diorren an trenioù TER ha n’eo ket an trenioù TGV
Ema ret kaout muioc’h a TGVoù etre an Oriant ha Pariz. Setu pezh a c’houlenn Aotrou Maer an Oriant, Fabrice Loher, d’ar SNCF. Perzh a c’hellehe lakaet en arvar embregerezhioù ar vro, hervezh Fabrice Loher. Kresket neus an niver a dud a gemer an TGVoù, betek 17 dre gant. Leun chouk eo an trenioù bras neuze. Met hervez Gael Briand, ezel an tu enep e ti-kêr an Oriant, eo ret kentoc’h labourat ha kreñvaat al linennoù TER, da lâret eo an tren a dremen e Breizh. Hervez Gael Briand e servij an trenioù-se da labourerion ar vro. Selaomp e sell da geñver komunike Maer an Oriant. Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan.
Secrets Toxiques a stourm ouzh ar pestisidoù abaoe 2019
Da gentañ gant ur strollad tud, « staoterien ha staoterezed a youl-vat » o doa lakaet war wel e oa glyfozat e korfoù an holl. En em vodet int de c'houde gant strolladoù ekologel all evel ar falc'herien OGK pe Natures et Progrès. Labourat a reont bremañ evit kelaouiñ ne vez kontrollet mat ar pestisidoù, hag e kaver produioù difennet eno, evel an arsenic, a na vezont ket disklêriet, padal int arvarus-tre evit an dud hag ar blanedenn. Muioc'h a ditouroù gant Izabel Georges, eus Secrets Toxiques. Kaset eo ar pennad gant Metig Jakez-Vargas hag Anton Burel.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Da glevout ‘bar c’heleier :
- Goudrouzet ez eus bet sacherien evezh gant ar JA ‘ba Lannuon da geñver skignadenn film « Bezhin glas »
- Afer Nahel : Kann zo bet ‘ba ur bern kêrioù ‘ba Frans
- Saotret ar ster Benzes e 2021 : kondaonet eo perc’henn SA Kerjean
- Gouel Broadel ar Brezhoneg zo dalc’het e-kerzh an dibenn sizhun mañ
Kinniget eo ar c’heleier gant Erwan Blanchard