Kentañ festival "Litténature" e Tremargad !
Sot oc'h gant al lennegezh ha ken sot all gant an natur ? Ac'hanta, ret e vo deoc'h bezañ e kreiz Breizh e fin ar sizhun-mañ ! Evit ar wech kentañ e vo eus ur fest anvet « Litténature » e Tremargad. Er greizenn sportoù-dour e vo graet, war vord lenn Kerne-Uhel. Adalek herie noz ha betek disul e c'hoarvezo traoù a bep seurt eno : kaozeadennoù, emgavioù gant embannerien hag embannerezed, ur speed-dating al levrioù pe c'hoazh baleadennoù-natur... E-kreiz ar festival e vo an doare lennegezh anvet nature writing, bet ganet er Stadoù-Unanet. Sabine Kergoet zo e-mesk skipailh ar gouel. Displeget he deus da Domaz Laken petra eo ar sort lennegezh-se...
Isabelle Amonou hag he levr « L'enfant rivière » a vo disadorn ha disul e Tremargad asambles gant un toullad skrivagnerien all ! Evit pezh sell Pete Fromm, kinniget zo d'an dud ober anaoudegezh gantañ digwener 30 a viz Even er pub iwerzhonat Ty Devine's e Rostrenn !
Hiroc'h war lec'hienn Littenature.