Gouel ar sonerezh hag an hañv a ya mat asambles!
Sonerezh 'oa da selaou 'bar straedoù kerioù 'zo beket ar week-end mañ! A-drugarez da c'houel ar sonerezh 'oa bet roet lañs dezhañ e 1982 'vez sachet arzourien da senin er maez, pe 'vefent a vicher pe amatourien. Digwener noz 'oa aozet un abadenn 'bar Faou. Staliet 'oa ul leurenn hag un davarn 'ba kreiz kêr da degas un tamm muioc'h a vuhez 'vit kustum d'ar vourc'h… Alies eo gant kevredigezhioù e vez savet gouel ar sonerezh. 'Bar Faou eo gant skol Diwan 'oa aozet. Roomp ar gaoz da wGwenole Fauve, unan eus kerent bugale Diwan 'oa penn ar gouel. Ur reportaj gant Erwan Blanchard.