Ar gumuniezh LGBTQIA+ o kerzhout gant lorc'h
Miz Even eo deuet da vout mizvezh kerzhadegoù al lorc'hoù 'ba Frans ha 'ba Breizh! Disadorn 'oa dalc'het unan 'ba Brest. 4000 den, da nebeutañ 'neunt dibunet war straedoù Brest. Aozet 'oa gant kevredigezhioù 'vel Glory All, Parlons trans, les Detraqueers pe c'hoazh les Petrolettes. Ur maread a dud yaouank oa deuet da c'houlenn ma vo memes gwirioù gant an holl met ivez da vevañ ul lajad ma c'haller en em diskouezh pep hini 'vel m'eman… Selaouomp Aziliz hag Emjay… Ur reportaj gant Erwan Blanchard.