Douarnenez Rugbi: gant hent an trede rummad Breizh
Dec'h (disul) en oa an DRAC, Douarnenez Rugby Athletic Club, o tegemer Landerne evit ur c'hrogad brav, live 3e-4e rummad Breizh. Siwazh evito, n'eo ket deuet ar pennoù-sardin a-benn da drec'hiñ paotred Landerne, 17-32 e fin ar c'hrogad.
Fañch Barvec a zo c'hoarier en DRAC. Ur sell gantañ war ar c'hrogad ha war klub Douarnenez. Ur pennad-kaoz gant Katell Uguen.