11 09 2001 : ar World Trade Center
Hiziv 'maomp an 9 a viz Gwengolo 2011. Dek vloaz 'zo, oa bet drouk-lazhet ar c'homandant Massoud en Afghanistan. Ha daou zevezh goude oa an unnek a viz Gwengolo, devezh an distrujoù bras 'ba New York. Un darvoud diskredabl ; skeudennoù an 2 garr-nij o frigasañ an daou dour oa bet gwellet en tele gant tout 'n dud, er bed a bezh.
Met daoust hag-eñ eo 'blam d'an dra-se 'neus cheñchet ar bed abaoe dek vloaz ? N'eo ket sur.
Selaouit testeni Stefan Moal, kelenner er skol-veur hag a glask chom gant ur sell etrevroadel ha ledan war an darvoud-se.
Deus mikro Anne Gouerou
Foto : Stefan Moal, kelenner war ar brezhoneg met ivez troour galleg pe brezhoneg-saozneg. Amañ e pad ur brezegenn diwar benn Afrika a Zu, aozet gant ar Festival sinema deus Douarnenez e miz Eost 2011. (Foto Anne Gouerou)