Deiz-ha-blez Kerlenn Pondi !
70 vlez zo gant Kerlenn Pondi ar blez-mañ ! Da lidañ an deiz-ha-bloaz-se vo savet ur fest bras an dibenn-sizhun o tont e Pondi.
Ouzhpenn ar festoù-noz ‘vo oberiadennoù a bep seurt a-hed fin ar suhun… Un dibunadeg gant ar sonerion ha sonerezed vo disadorn, diskouezhadegoù gant Kenleur vo war mogerioù Pondi… Ha distro a ray an arvest Ael ivez ! An arvest-se oe savet get ar Gerlenn ha Yann-Fañch Kemenner, ar c’hanour brudet. Ael zo un arvest get sonerezh ha dañs… Moian vo dizoloeiñ pe gwelet en dro Ael digwener, hervezh Eflamm Louis, prezidant Kerlen Pondi. An arvest zo un arouez ag an holl oberiadennoù oe savet get er Gerlenn...
Da 8e noz digwener vo savet arvest Ael war leurenn Palez ar c’hendalc’hioù e Pondi.
Fest-noz ha sonadeg vo evel-just… Ur fest-noz vo digwener, àr al leurenn vo Fleuves, Loened Fall, Trouzerion, Guillermic/Drumel ha Fall Foen. Un apero-sonadeg vo disadorn. Gellet a rit kavout ar program a-bezh war lec’hienn Kerlenn Pondi.
Un atersadenn get Yuna Kojan.