Stourmerion Breizh enep ar feurmoù uzin dirag lez-varn an Oriant
Ur vodadeg oe savet get Breizh enep ar feurmoù uzin, dec’h, dirag lez-varn an Oriant. Izili’zo ag ar strollad oe selaouet get ar justis diàr-benn afer tren sant-jelan.
Harzet eo bet un tren e Sant Jelan get tud a strollad Breizh enep ar feurmoù uzin. Edoù oe douget get an tren-sen, evit bouedañ ar louened. Met arrestet oe get ar c’holektif. Faot a rae d’ar stourmerion dre an oberiadenn-sen lakaat ar gaoz àr kudennoù an agro-industriezh e Breizh. Get ar feumroù-uzin vez saotret an endro ha lakaat a rant en arvar ar beizanted, hrevé ar strollad.
Klemmoù oe douget enep an oberiadenn e Sant Jelan, get ar FNSEA da skouer. Tud oe harzet get ar polis. Da soutenn anezho oe aet stourmerion arall da roiñ o anv d’ar justis, evit disklêriañ o doe kemmeret perzh ivez en oberiadenn. Pouar den oe galvet d’ar respont d’ar justis e lez-varn an Oriant, dec’h.
Galvet vo dirag ar justis izili arall ag ar strollad Breizh enep ar feurmoù uzin en distro-skol. Ma vehe savet ur prosez e faotehe d’ar strollad sevel un arouez. Da lâret eo, sevel ur prosez enep an agro-industriezh.
Strollad Breizh enep ar feurmoù uzin oe àr plas da soutenn anezhe. Selaomp Isabelle, ezelez PIG Bzh ha Secret Toxique.
Un atersadenn get Yuna Kojan.