Ur c'huzul-kêr a zo aozet evit an dud yaouank e Kemper
E miz Genver 2023 e oa bet lañset ur c'huzul-kêr ispisial e Kemper : kentañ kuzul-kêr ar yaouankizoù. Digor eo d'an dud yaouank neuze etre 10 ha 15 vloaz. Lakaat anezhe da gemer perzh er vuhez keodedel hag e buhez ar gêr eo ar pal. Bevañ a ra ar grennarder e karterioù disheñvel eus kêr ha skoliataet int e lec'hioù disheñvel. An darn vrasañ anezho ne anavezen ket ar re all araok kemer perzh. Dasparzhet int e pevar bodad labour : war an Ekologiezh, ar Sport, ar Sevenadur hag an dudioù hag unan all anvet « Bevañ asambles ». Er strollad-se just a walc'h emañ Léa Mauduit-Delorme, 12 vloaz...
Léa Mauduit-Delorme a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. En em vodañ a ra kuzul-kêr ar yaouankizoù ur wech ar miz. Ur bloavezh e pad mandat ar guzulierien ha kuzulierezed yaouank, ha gallout a reont lakaat o anv tri bloavezh diouzh renk.