Ar bleiz droch livet en glas
Emañ an hañv o tostaat hag emaoc’h o klask, surawalc’h al levrioù vo lennet ganeoc’h war an draezhenn ken koulz hag hor vugale. Ma ‘z eo mare miz Gwengolo ha miz Here ar mare brudetañ evit an embann levrioù nevez e vez embannet levrioù ingal gant an tiez-embann brezhonek evit an dud deuet hag ar vugale. Gant Gilles Bizouerne ha Ronan Badel eo bet savet un heuliadenn a gont troioù kaer ur bleiz droch en deus naon du. Dek levr zo bet embannet e galleg ha lod zo bet lakaet e brezhoneg gant un ti-embann deus ar vro. Sav-heol a zo an ti-embann a vro Roazhon en deus embannet nevez zo eil levr heuliadenn ar bleiz droch anvet Ar Bleiz droch livet en glas. Selaouomp Mark Kerrain a zo prezidant embannadurioù Sav heol en deus troet al levr-mañ ...
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel