3000 a dud e Gwengamp da zifenn ospitalioù publik ar vro !
Dindan an heol-pik e oa bet war-dro 3000 a dud o vanifestiñ e Gwengamp disadorn evit difenn ospitalioù publik ar vro ! Abaoe ar 26 a viz Ebrel ne vez ket ganet bugale ken e ti-gwilioudiñ Pabu, e-kichen Gwengamp. Ur serradur berrbad hervez Ajañs Rannvro ar Yec'hed. Met aon zo e chomfe kloz an ti genel bugale en tu all d'an hañv... Se zo kaoz e oa skoaz-ouzh-skoaz sindikalourien, dilennidi ha tud ar vro met ivez tud eus komiteoù difenn an ospitalioù publik e Breizh a-bezh disadorn ! O c'hortoz emañ an nen ur skrid sinet gant ministr ar Yec'hed da lâret pegoulz e vo addigoret ti-gwilioudiñ Pabu ha penaos e vo desachet amiegezed nevez da zont da labourat eno...
Da glevout er reportaj : Gérard an Aheleg (senatour evit Aodoù-an-Arvor), If Jardin (eus komite difenn ospital Douarnenez hag eus ar genurzhierez vroadel da zifenn an ospitalioù publik tost d'an dud) ha div vanifestourez, Euridice ha Pauline.
Ur reportaj gant Tomaz Laken