en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 31 a viz Mae da 8e30

Keleier ar vro d'ar Merc'her 31 a viz Mae da 8e30

Manifestadeg a-nep tu-dehoù pellañ e Rostrenn

Ouzhpenn 400 a dud oa bet o vanifestiñ a-enep ar faskouriezh e Rostrenn digwener. Ur respont d'an tagoù nazi bet graet eizhtez zo ouzh meur a savadur eus kêr.  Eno o devoa kimiadet an dud diwar Kanaouenn ar Bartizaned kanet ha sonet gant Rozenn Taleg ha Soig Siberil... Met krogomp gant komañsamant an dibunadeg...lañset gant un toullad prezegennoù. En o-mesk hini Gwilhom Robig, maer Rostrenn... ur reportaj gant Tomaz Laken.

 

 

Ur staj brezhoneg gant Kerlenn Sten Kidna

N’eo ket gwall aes atav kavout prantadoù evit komz brezhoneg ha mont pelloc’h gant ar yezh…Evit lakaat an dud da gomz e vez aozet stajoù e brezhoneg gant ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna, eus Bro an Alre. Disadorn vo dalc’het un devezh penn da benn e brezhoneg neuze.  Selaouomp Padrig Drean a zispleg deomp petra vo groet gant ar stajidi disadorn… Un atersadenn gant Yuna Kojan. Komañs a ra an traoù da 9e30 betek 7e30. An emgav zo roet d’an ekomirdi Sant Degan, e Brec’h. Ma fell deoc’h lakaat ho anv kasit ur postel d’ar gevredigezh : ksk@ksk.bzh

 

Holl reportajoù Keleier ar Vro da glevout AZE.

 

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Taget eo bet kêr Moskou dec'h gant meur a zrone

- Un dismantr eo disoc'h an dilennadegoù diwezhañ evit ar sokialourien e Spagn

- Ha gellout a raio danvez-lezenn ar strollad LIOT bezañ votet ar 'zhun a zeu?

- N'eus ket bet biskoazh kement a dud toull-bac'het e Frañs

- Fellout a ra d'ar gouarnamant bezañ taeroc'h gant an divroidi a labour dibaper

- Nullet eo ar raktres uzin ramzel Bridor e Liffre

- Hiziv e vo studiet kinnig lezenn Paul Molac evit an adunvaniñ

 

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio