Un devezh gant Rozenn Milin evit lidañ bloaz kentañ "Brezhoneg e bro an aberioù"
Un devezh gant Rozenn Milin evit lidañ bloavezh kentañ "Brezhoneg e bro an aberioù"! Disadorn 'oa aozet ur gaozeadenn hag ur brezegenn 'ba Sant-Pabu gant ar gevredigezh. Pedet 'oa Rozenn Milin zo bet kazetennerez hga ensklaskerez. Nevez zo 'neus difennet an dezenn 'neus savet diwar benn ar "simbol" pe ar vuoc'h… Ar simbol 'oa un tamm koat pe ur votez koat pe draou all 'oa roet d'ar vugale a gomze brezhoneg 'bar skol. Ar pal oa rediañ komz galleg ha rein mezh dezho da gomz o yezh… Da laret eo ul lodenn eus politikerezh Bro-C'hall da distrujañ ar yezhoù bro 'bar c'hwec'h korn ha 'ba lec'h all renet abaoe an Dispac'h gall… Un tamm mat a dud oa deuet da selaou Rozenn Milin o tisplegañ danvez he dezenn war ar sokiologiezh "Du sabot au crane de singe, histoire, modalités et conqéquences de l'imposition d'une langue dominante: Bretagne, Sénégal et autres territoires." Mont da displegañ he labour zo pouezhus tre evit Rozenn Milin… Emañ gant Erwan Blanchard.