Ar redadeg 2012 war ar stern
Hent an trede redadeg evit ar brezhoneg 'zo bet kinniget disadorn 'ba Douarnenez. E miz Mae 2012 'vo redet 1500 km, eus Brest betek Douarnenez, e pad 8 deiz ha 7 noz. Milliadoù a rederien 'vo evit dougen ha kas ar vazh eilañ eus an eil d'egile, arouez treuzkas ar yezh etre an dud, hep ehan. Gwezhet 'vo pep kilometr evit klask dastum 120.000 Euro a sikouro meur ar raktrez evit yaouankiz ar brezhoneg.
Plijadur 'vo, me 'lar deoc'h ! Gant gouelioù aozet pep lec'h e tremeno ar redadeg. Pell vimp deus ur stourm trist, a zispleg Loic Jade, e penn an aozadur. Emañ eus mikro Anne Gouerou.
Foto : E kichen Loic Jade en deus kinniget ar Redadeg 2012, zo Lena Louarn, eil-prezidantez ar C'huzul rannvro, Philippe Paul, maer Douarnenez ha Gwenole Guevel, a gemer perzh en aozadur ar redadeg.