en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 76 : Ar punk er Stadoù-Unanet : ar CBGB

Larsen ha Mediator 76 : Ar punk er Stadoù-Unanet : ar CBGB

Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha setu-ni hiziv er States e-kreiz ar Seventies. Echu eo brezel Viêt Nam, un disamm evit ar Stadoù-Unanet. Al lugan « peace and love » en doa merket eil hanterenn ar sixties a goll eus e nerzh a daol-trumm. Steuziet eo an aon da vezañ galvet d’an talbenn ha da vervel e rizegoù Azia ar reter. Kenavo an uhelvennadoù hag ar c’hoant da vevañ a-stroll, plas d’an individualism ha d’an Do It Yourself ! Ul leurenn nevez a zeu war-wel e New-York a-drugarez da gleuboù evel ar CBGB’s pe ar Max’s Kansas City, gant strolladoù a fell dezho skubañ ar bed kozh. Setu ar pezh a sellimp a dostoc’h er rummad abadennoù da zont e Larsen ha Mediator !

 

Playlist :

- Atersadenn Joey ha Johnny Ramone gant ar c’hazetenner Dylan Taite evit New-Zeland Television

- Patti Smith : Horses, Land of a thousand dances

- Television : Friction

- The Ramones : Blizkrieg Bop

- Atersadenn Johnny Ramone e 2003 (produet gant Carlo Generelli, filmet gant Bill Day).

- The Ramones : Today your love tomorrow the world

- The Ramones : Sheena is a punk rocker.

 

Levrlennadur :

- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.

- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.

- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio