en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 74 : Ar Velvet Underground

Larsen ha Mediator 74 : Ar Velvet Underground

Goude birvilh deroù ar seventies en Alamagn en div abadenn ziwezhañ gant ar c’hrautrock emaomp o vont d’ober daou lamm ar wech-mañ. An hini kentañ eo er spas rak setu-ni en-dro o treizhañ ar Meurvor Atlantel evit en em gavout e New-York adarre, met ivez ul lamm en a-dreñv en amzer. Ar wech diwezhañ ma oamp er States hor boa gwelet ar flower power o koenviñ hag ar soul o vezañ ur respont da c’hoant frankiz an afro-amerikaned. Hogen ret eo deomp bremañ pradañ er sixties adarre evit heuliañ ur strollad en deus ijinet ur rock lennegel ha teñval en do ul levezon vras war arzourien a bep seurt, o tigeriñ dorioù nevez hag oc’h hadañ greunennoù al luskadoù da zont, setu-ni e kompagnunezh The Velvet Underground !

 

Playlist :

- Ornette Coleman Free Jazz : A Collective Improvisation (foñs son)

- The Velvet Underground : Sunday Morning

- The Velvet Underground : Venus In Furs

- The Velvet Underground : I’m Waiting For The Man

- The Velvet Underground : After Hours

- The Velvet Underground : Pale blue eyes

- The Velvet Underground : Rock And Roll

 

Levrlennadur :

- Les inrocks 2 : « The Velvet Underground »

- « Pop rock Story volume 1 » Marion Doussot Le Mouv’ Vents d’Ouest

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio