Soñj Amnesti Etrevroadel diwar-benn emzalc'h ar boliserien hag ar Stad
Ankeniet eo Amnesti Etrevroadel gant an implij a vez graet eus ar feulster gant ar polis da geñver ar manifestadegoù a zo er mare-mañ. Nevez zo ivez e oa bet embannet gant Dunja Mijatovic, komiserez en karg eus gwirioù bugel-den ba Kuzul Europa, e rankfe ar Stad-c'hall doujañ d'ar gwir da vanifestiñ. Hervezi eo dav d'ar Stad gwareziñ kousto pe gousto ar gwir da ezteurel e soñjoù ha d'en em vodañ. Disklêriet he deus Amnesti Etrevroadel e vez lakaet e pleustr doareoù er-maez lezenn ha harzet tud betek re evit an deizioù gant ar boliserien. Soñj Joelle Perrot, sekretourez rann Amnesti e Bro an Aberioù.
Komzoù ar ministr diwar-benn ar manifestadegoù nann-disklêriet oa bet dislâret gant ar C'huzul-Stad dimerc'her 29 a viz Meurzh.
Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard