Sevel pechoù-c'hoari da lidañ fin ar stummadur e brezhoneg
Da lidañ fin ar stummadur e Stumdi oe savet pechoù c’hoari get ar stajidi !
A re o deus komañset ar stummadur e miz gwengolo a ya da achuiñ geti ar miz-mañ. Un digarez eo da lakaat e pleustr pezh zo bet desket e-pad c’hwec’h miz àr al leurenn ! Arvestoù oe kinniget d’an holl stajidi d’ar meurzh 21 a viz Meurzh.
An holl stajidi a Stumdi oe bodet e Plañwour, e kreizenn Amzer Nevez. Selaomp Maxime hag Anne, o deus heuliet ar stummadur…. Displegañ a ra deomp peseurt istoer o deus savet evit o fechoù-c’hoari…
Ur reportaj get Yuna Kojan.